Secured Industrial Embedded Linux

An objedoù kevreet

Wikipedia a dermen Internet an objedoù evel astenn an internet war an objedoù fizikel. Internet an objedoù ( IoT evit «Internet of Things» e Saozneg) a zo hollad an eskemmoù titouroù ha data kaset gant an objedoù fizikel liammet dre internet. Internet an objedoù a zo kontet evel an trede emdroadur pennañ an internet «Web-3.0», dont a ra goude ar «Web-2.0» kroget gant dioroadur trumm ar rouedadoù sosial. Internet an objedoù a zo un term holled evit komz eus an objedoù kevreet gant implijoù lieseurt ha se evit hollad an dachennoù ar bed (Karr-tan, Pellgehenterezh, Mezegel ...).

Redioù striz a zo evit perzh brasañ an objedoù kevreet, na c’hellont ket bezhañ implijet gant ar sistemoù implijet war hon urzhiataer. Ar redioù a zo evit ar perzh brasañ an diank a klaouier, pourvezioù harzet, kuzumerezh tredan diskaret, ardremmez aotomatek, hag all. Diaes eo da zoujañ ar redioù-se pa vez euliet, gant an objedoù kevreet, patrommoù dispakañ a-vern e-lerch ma vez milionoù a unvezioù gant ur goust hag a rank bezañ ar bihanañ posupl.

Hiziv e vez lavaret gant dielfenneroù ez eo tremenet an Objedoù kevreet dirak ar Big Data e keñver e potañsiel war ar marc’had. Konted e oa bet 10 pe 15 miliardoù, hervez an doare kontãn, a Objedoù kevreet e 2014. 50 miliard a zo raktreset evit 2020.

Orin ar raktres 

Kroget eo bet ar raktres gant ar skipailh klask ha diorren Intel e Gwened. Erruet eo Intel e Gwened er bloavezhioù 90 gant ur skipailh diorroer arbennikaet er sistemoù e bourzh evit WindRiver. Erruet eo ur skipailh nevez e 2012, labouret ho deus war an dioroadenn Linux/Tizen evit an dachenn ar chirri-tan. Don a ra an distribuadur-se eus Samsung, ipplijet eo ivez gant actourien bras e tachen an otoioù evel Renesas, LandRover... Ar fed eo erruet ar skipailh pell-zo en deus roet tu da ziorroiñ ar barregezhioù ret d’ur raktres evel IoT.bzh, met ivez da groiñ an darempredoù ag a ro aksed d’ar gumuniezh diorroer arbennikaet war ar kraoñel Linux, mererezh ar patchoù, an testoù otomatek, ratre an distribuadurioù... 

Goude ur cheñchament strategiezh, eo bet dibabet gant Intel da baouezat gant diorroadur an distribuadurioù evit ar marc’hadoù serzh evit en em fokusañ war ar bourvez eus komponantoù ret evit ar marc’had an IoT. Intel Gwened en deus fikset ar version eus Tizen e Mezheven 2015 hag lakaet ar skipailh da labourat war IoT-os. Kudennoù a zo bet savet evit implijerien an teknologiez Tizen goude ar cheñchamant strategiezh-se, setu perak eo bet paket hollad ar skodennoù skipailh Gwened gant IoT.bzh hag kemeret an diorroerien pouezusañ evit kenderc’hel gant al labourioù. 

Evit ma rafe berzh hag evit ma vefe padus ur raktres diazezet war komponantOpenSource e vo ret d’ar gumuniezh OpenSource da zegemer ar gemmoù ret. An dra-se na c’hell bezañ graet nemet gant tud anavenez evel arbennik war dachenn an OpenSource. Ar patrom diorroiñ OpenSource a rediu neuze da gaout tud anavezet, abennik, doujet ha gant welusted. Bezañ degemeret a c’hell kemer bloavezhioù, setu perak krouiñ ur skipailh gant ur graoñel dija asantet eo un dra diaes pe memes dibosubl d’ober. E Gwened, ar cheñchamant strategiezh Intel en deus roet tu deomp da grouiñ ur struktur nevez gant ur graoñel dija asantet evit kenderc’hel gant al labour dija kroget gant Intel evit ar c’hirri-tan, ar skinwell pe ar pellgomzerezh.

Servijoù kiniget

IoT.bzh a zo un hanterour a sav evit tredeourien distribuadurioù Linux prest da vezañ implijet ha kenglotus gant ezhommoù staget ouzh marc’hadoù serzh ho klianted. 

Spisverkoù kreñv a zo gant an distribuadurioù savet gant IoT.bzh : 

  • Ret eo dezho henliañ ar spisverkadurioù staget ouzh ar marc’hadoù serzh, da skouer «AGL/Genivi» evit dachen ar c’hirri-tan. 
  • Hollad ar komponant teknikel a labour etrezo d’un doare heson. 
  • Doujañ a reont ouzh redioù fonksionel: ar spisverkadurioù staget ouzh ar marc’hadoù serzh a zo savet war ur patrom normalizadur. Ret eo neuze bezañ gouest da gompren ar spisverkoù-se ha da levezoniñ an aozadurioù normalizadur (evel AGL/Genivi) evit ma vefe tu d’ar redioù fonksionel bezañ emplementet gant ur koust dereat. 
  • Implij a reont un argerzh intergradur dizehan: ar patrom diorroadur OpenSource a zo diazezet war an implijadur eus komponantoù poelladoù liesseurt a zipañ eus ar gumuniezh OpenSource hag gant un emdroadur a n’eus ket tu reoliañ. An distribuadurioù ho d’ho entre 500 ha 1000 komponantoù hervez ar marcharc’had serzh, pep konponant ho emdreiñ gant patromoù a luskoù disheñvel. Ret eo neuze d’an distribuadur bezañ ad-savet dizehan evit kendalc’hfe ar komponantoù da labourat etrezo hep distrujiñ kenstagded an hollad. 
  • Adintegradur ar cheñchamantoù hag an ouzhpennadennoù ‘barzh ar kod gumuniel a zo pouezus-tre : pa vez torret kenstagded an distriduadur gant ur kompanant nevezaet, ar roll a zo gant IoT.bzh da gempenn ar gomponant a-benn reizhañ ar gudenn ar buhanañ posubl. Pal ar gempennadenn-se a zo da reizhañ pe da korntreiñ ar gudenn evit ma ne vefe ket a regresadenn gant an distribuadur. Ret eo ivez ampellañ ar cheñchamantoù-se er kod orin evel ma ‘z eo dalc’het gant ar gumuniezh. Keit ha ma ne vo ket gonzañvet ar cheñchamantoù gant ar gumuniezh e vo ret gant IoT.bzh da genderc’hel da nevezaat ar cheñchamantoù-se bep wech ma vo nevezaet ar pakajoù. Ar chenchamantoù-se a zo lakeat er paked «Source» en ur zoujañ ouzh spered an diorroadur gumuniel gant ar binvioù implijet gant ar paked. An diorroer a ginnig ar chenchamantoù a rank bezhañ anavezet evel un arbennik er gumuniezh, petramant e vefe tu d’ar ginnig-se bezhañ nac’het hep bezañ memes studiet.

 

Notre équipe

Initial key technical leaders either worked directly on INTEL [WindRiver or Tizen] projects; either have recognized skills on embedded Linux and real hands on experiences on telecoms, automotive, marine or military applications. Every technical staff member is well known and accepted as significant contributors within the OpenSource community.

61846267728863646586716668697074757677788180798283858773